Šolta (distaget [ˈʃɔːlta] e kroateg, Solta en italianeg) zo un enezenn e Kroatia, en arvor Dalmatia. Emañ er c’hornôg da enez Brač hag er reter da inizi Drvenik, hag er c’hreisteiz da gêr Split, war an douar-bras. En em ledañ a ra an enezenn war 58.98 km² hag annezet eo gant 1 479 a dud (e 2001)[1].

Pelec’h emañ Šolta
Pelec’h emañ Šolta
Keriadenn Maslinica
Keriadenn Maslinica

Diazezet eo armerzh an enezenn war gounit gwiniegi, olivez, frouezh, pesketa hag an touristerezh.[2] Rogač eo ar porzh brasañ ha Nečujam eo kreizenn an touristerezh.

Notennoù kemmañ

  1. Statistical yearbook for 2006 of the Central Bureau of Statistics of the Republic of Croatia
  2. Šolta on Kroatien-online.com

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.