Arabat eo droukveskañ gant .380 ACP.

Ar munision .38 ACP (evit Automatic Colt Pistol), anvet ivez .38 Auto, .38 Automatic pe 9 × 23 mm SR (anv metrek), zo ur munision armoù-dorn ijinet gant ar Stadunanad John Browning e dibenn an XIXvet kantved evit e bimpatrom pistolenn Colt 1897. An arm kentañ kambret e .38 ACP produet da vat a voe ar Colt M1900. Ne reas ket berzh ar c'halibr-mañ. An .38 Super zo deveret anezhañ. Muzulioù heñvel a zo etre an div gartouchenn, met dañjerus eo implijout an .38 Super en un arm kambret evit an .38 ACP abalamour da wask ar gazoù bezañ kalz uheloc'h gant an .38 Super.

.38 ACP
Skeudenn ar pennad .38 ACP

Ur gartouchenn .38 ACP
Doare
Doare korf an douilhez kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Muzulioù
Ø bannadell 9 mm
Ø trogleuziñ 8,8 mm
Ø kolier 9,8 mm
Ø korf an douilhez 9,8 mm
Ø strad 10,3 mm
Tevder ar strad 1,3 mm
Hirder an douilhez 22,9 mm
Hirder ar gartouchenn 33 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 7 - 8 g
Tizh mont e-maez V0 320 - 350 m/s
Energiezh ar vannadell 423 - 458 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Daveennoù

kemmañ
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan