ANSI
Un aozadur eo an ANSI (American National Standards Institute) krouet gant strolladoù stalioù hag greanterezhioù amerikan en hanternoz. Gouestlet eo da ziorroadur ar skoueriegezgioù war dachenn ar c'henwerzh hag ar c'hehentiñ. Bez 'e vez o labourat peurvuiañ war ar bonegoù, an agederioù, ar patromoù arhentadur, an aregoù gouleviñ, ar c'hetal SCSI.....
Deiziad krouiñ | 19 Her 1910 |
---|---|
Anv berr | ANSI |
Stad | Stadoù-Unanet |
Ezel eus | ISO, The Pan American Standards Commission, International Electrotechnical Commission |
A dalv evit tiriad | Stadoù-Unanet |
Furm lezennel | New York Business Corporation |
Sez sokial | Washington D.C. |
Niverenn bellgomz | +1-202-293-8020, +1-888-302-4980, +1-212-642-4900 |
Postel | mailto:info@ansi.org, mailto:privacy@ansi.org |
Lec'hienn ofisiel | https://ansi.org/ |
Blog ofisiel | https://blog.ansi.org/ |
Terms of service URL | https://www.ansi.org/terms-use |
Privacy policy URL | https://www.ansi.org/privacy-policy |
Kod rummatadur ACM (2012) | 10011262 |
An aozadur-se e vez erouezet gantañ an USA e-touez an aozadurioù skoueriekaat ISO hag ITU-TS.
Unan eus o sevenidigezh nevez ha pouezus kenañ eo ar reolad FDDI. Anavazet eo dindan an niverenn ANSI X3T-12. Meneget eo despizadurioù al liveoù FDDI gant niverennoù X3.n. Da skouer :
> X3.139 evit al live MAC
> X3.148 evit al live alvezel
Reoladoù all o deus :
> Skoueriekaet an areg SQL (Structured Query Language) dindan reolad X3.135
> kevaraezet amloadusted aregoù evel Fortran, Cobol pe C.
Diwar savboent diazez ar stlenneg, e oa bet skoueriekaet ageder an urzhiataerioù gant an ANSI. Ar 127 nod kentañ ASCII ha ANSI a zo peurheñvel an eil re ouzh ar re all. Koulskoude ar reolad ANSI a gevaraez muioc'h nodoù eget ar boneg ASCII askouezhet.
Liammoù diavaez
kemmañLec'hienn : ANSI