C (lavar programmiñ)
Ul lavar programmiñ kompilet eo al lavar C. Gallout a ra ur program skivet e C bezañ kompilet evit meur a reizhiad korvoiñ evel Microsoft Windows, Unix, Linux, ha kalz re all. Dre m’eo C ul lavar tost da hini ar mikroprosesor e c’heller sevel programmoù efedus-kenañ ennañ, met evit ar memes abeg eo diaesoc’h programmiñ e C evit el lodenn vrasañ eus al lavarioù all.
Deiziad krouiñ | 1972 |
---|---|
Diazezet war | B |
Raklec'hiet gant | B |
Embannadur | C17, C23 |
Programming paradigm | imperative programming, structured programming, procedural programming |
Diorroer | Bell Labs, Dennis M. Ritchie, ANSI, ISO, Ken Thompson |
Treset gant | Dennis M. Ritchie |
Operating system | Microsoft Windows, Unix-like operating system |
Lec'hienn ofisiel | https://www.iso.org/standard/74528.html, https://www.open-std.org/jtc1/sc22/wg14/ |
Dezverket dre | Turing completeness |
Seurt media Internet | text/plain |
Typing discipline | manifest typing, weak typing |
Astenn restr | c, h |
Tikedenn Stack Exchange | https://stackoverflow.com/tags/c |
Implijet eo al lavar C evit skrivañ reizhiadoù korvoiñ, ha dreist-holl o gwiskadoù izel evel ar c’hraoñell, met ivez meziantoù a bep seurt: meziantoù burev, ostilhoù, c’hoarioù, hag all.
Istor
kemmañKrouet eo bet al lavar C er bloavezhioù 70 gant Brian Kernighan ha Dennis Ritchie, da gentañ evit sevel ar reizhiad korvoiñ Unix. Er mare-se e oa ar reizhiadoù korvoiñ skrivet en asambler, lavar pep mikroprosesor; neuze e oa ret adskrivañ anezho evit pep mikroprosesor, ha diaes e oa bewech. Dre ma oa skrivet ul lodenn vras eus mammenn Unix e C e oa ur c’hod hepken a c’helled kompilañ evit pep mikroprosesor, ha ne oa ret skrivañ en asambler nemet lodennoù bihan ar vammenn.
Doareoù
kemmañLakaet o deus Kernighan ha Ritchie da c’houzout al lavar C en o levr, The C programming language (1978). War-lerc’h eo deuet an doare-se d’al lavar da vezañ anavezet evel K&R C (Kernighan ha Ritchie).
E 1989 eo deut er-maaz un doare d’al lavar C standardizet gant an ANSI, anvet ANSI C.
Deut eo er-maez doareoù nevez ha modernoc’h al lavar e 1999 (C99), 2011 (C11) ha 2018 (C18).
Mammenn ur program C
kemmañMammenn ur program C, da lavarout eo an destenn skrivet gant ar programmer, zo ur restr destenn pe meur a hini, ".c" o astenn dre gendiviz.
Evit lañsañ ar program e ranker lakaat ur c’hompiler da lenn ar vammenn ha produiñ ur restr da beurgas. Kompilerioù C zo evit al lodenn vrasañ eus ar reizhiadoù korvoiñ ha meur a hini zo meziantoù frank, en o zouesk gcc[1], kompiler C GNU Compiler Collection), ha clang[2], kompiler C LLVM.
Framm ur program C
kemmañEn ur program skrivet e C e kaver ur fonksion anvet "main", peurgaset e penn kentañ pa vez lañset ar program. Da skouer, sed amañ ur program dematañ :
int main(int argc, char **argv) {
printf("Demat d’an holl !");
}
Echuiñ a ra pep linenn gant ur pik-virgulenn (;).
Gallout a reer lakaat notennoù etre /* ha */. Ar c’hompiler ne ra mann ebet ganto, met gallout a reont bezañ talvoudus evit lennerien ar program.
int main(int argc, char **argv) {
printf("Demat d’an holl !"); /* Gwelloc’h bezañ seven gant an implijer */
}
Gwelout ivez
kemmañ- C++, ul lavar programmiñ savet diwar C.