« A Modest Proposal For preventing the Children of Poor People From being a Burden to Their Parents or Country, and For making them Beneficial to the Publick » zo ur flemmskrid saoznek diwar zorn ar skrivagner iwerzhonat Jonathan Swift embannet hep anv oberour e 1729 e Dulenn.

Golo ar flemmskrid

Kinnig a ra ar skrivagner aotren an Iwerzhoniz paour da aesaat o buhez o werzhañ o bugale d'an dud uhel d'o debriñ. Gant ar flemmskrid-se e klaske ober goap ouzh an dud kriz e-keñver ar beorien hag ouzh politikerezh ar Saozon en Iwerzhon.

E saozneg e vez implijet a-wechoù an droienn "a modest proposal" d'ober dave d'ur flemmskrid heñvel e zoare.

Ar skrid kemmañ

Goude ober anv eus klaskerien-vara Iwerzhon e skriv Swift : A young healthy child well nursed, is, at a year old, a most delicious nourishing and wholesome food, whether stewed, roasted, baked, or boiled; and I make no doubt that it will equally serve in a fricassee, or a ragout. (Ur bugel yaouank yac'h maget mat zo, da ur bloaz, ur meuz eus ar saourusañ ha magusañ, pe e ve mitonet, rostet, pobet, pe bervet ; ha n'eus arvar ebet e vo koulz boued en ur frigasenn pe ur geusteurenn).

Liammoù diavaez kemmañ