A fortiori
A fortiori, pe A fortiori ratione, zo un droienn latin hag a ra dave d'an doare arguzenniñ. Un arguzenn a fortiori zo kreñvoc'h eget unan all. Alies e vez kinniget an arguzenn a fortiori, goude an arguzennoù a pari hag a contrario, da greñvaat anezho petra bennak ma seblant an arguzennoù-se bezañ trawalc'h da vout trec'h er gaoz dija.
Alies ivez e c'haller treiñ ivez gant dreist pep tra, pe dreist-holl.