Abati Quedlinburg
Abati Quedlinburg zo un abati impalaeriezh chaloniezed e Quedlinburg, e Sachsen-Anhalt, en Alamagn.
Istor
kemmañDiazezet e voe en 936 gant an impalaer Otto Iañ war c'houlenn e vamm, ar rouanez Matilda Ringelheim, anvet da santez diwezhatoc'h, pa felle dezhi enoriñ eñvor he zad Herri an Evnetaer.
Madoù a-leizh a voe roet dezhi, hag ur statud arbennik: hollc'halloudek e oa an abadez war douaroù an abati, stag ouzh an impalaer war-eeun, ha perzh a gemere an abadez e dieta an impalaeriezh.
E-touez an abadezed e c'haller menegiñ Matilda Quedlinburg, c'hoar d'an impalaer Otto II.
Ar gontez Aurora von Königsmarck a voe provostez an abati e penn kentañ an XVIIIvet kantved.
Sofia Albertina Sveden a voe diwezhañ priñsez-abadez Quedlinburg. E 1803 e voe staget ouzh Prusia.