Matilda Ringelheim, pe Santez Matilda (892–968), a oa merc'h da Deodorig, kont sakson. Dimeziñ a reas da Herri Iañ Germania, dug Sachsen, ha goude roue Frankia ar Reter, hag impalaer santel. Mamm e oa da Otto Iañ, impalaer santel, saver an Impalaeriezh santel roman.

Herri ha Matilda Ringelheim, hervez Chronica regia Coloniensis.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimezet e voe e 909 e Wallhausen, a voe hec'h argouroù, ha tri mab ha div verc'h he doe:

  1. Hadwig von Sachsen, dimezet da Huon Veur, markiz Neustria ha dug ar Franked.
  2. Otto, roue Germania, ha goude impalaer.
  3. Gerberga von Sachsen, pe Gerberga Germania, pe Gerberga Bro-C'hall (913 - † 5 Mae 969 gouez da lod, pe 984 gouez da lod all), pried da Loeiz IV Tramor ha rouanez Frankia.
  4. Henri.
  5. Brun von Sachsen, arc'heskob Köln.

Lidet e vez ar santez d'ar 14 a viz Meurzh.

Pennad kar

kemmañ