Abdelaziz Onkoud
Abdelaziz Onkoud a zo bet ganet d'an 30 a viz Du 1972 en Azemmour (Maroko).
Meurc'hoarier echedoù marokan hag aozer kudennoù echedoù eo.
Mestr Meur eo.
2 396 edo e renk Elo e miz Gouere 2007.
Abaoe 2001 emañ o chom e Bro-C’hall.
Ren a ra ar gazetenn bevarmiziek Problemaz, gouestlet d’ar c’hudennoù echedoù.
Disoc’hoù
kemmañ- Kampion Maroko er «rummad « junior » e 1992.
- Pemp gwezh Kampion Maroko ar skolioù-meur e 1992, 1993, 1994, 1995 ha 1996.
- Kampion Maroko e 1998.
- Bez-kampion hiniennel ar broioù arab e 1998 .
- Teir gwezh bez-kampion Maroko e 1999, 2000 ha 2002.
- Kentañ priz hag eil priz an diagramoù echedoù (mat skoazellet e daou daol) e 2006 ([1]) .
Liammoù diavaez
kemmañ- E fichenn FIDE (e saozneg)
- E c'hoari e Chessgames (e saozneg)
- E lec'hienn (e galleg)
- Problemaz (e galleg)