Abreu e Lima zo ur gumun eus Brazil e Pernambuco. Gorread Abreu e Lima a zo 126 193 km2, poblet eo gant 100 346 anneziad hag ur stankter a 780 annezad dre gilometrad karrez zo. 75% eus ar gêr a zo tiriadoù war ar maez, met n'eus nemet 8% eus hollad ar boblañs a vez o vevañ en diavaez diouzh an tiriad kêriekaet.

Abreu e Lima
Município, kêr vras
Deiziad krouiñ14 Mae 1982 Kemmañ
Anv annezidiabreu-limense Kemmañ
StadBrazil Kemmañ
E tiriadPernambuco Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC−03:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel7°54′42″S 34°54′10″W Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.abreuelima.pe.gov.br Kemmañ
Kod pellgomz an takad81 Kemmañ
Map
Sede pelec'h emañ Abreu e Lima e stad Pernambuco

Anvet eo bet kêr evit enoriñ José Inácio de Abreu e Lima (1794-1869), lesanvet "Inácio Pernambucano". Abreu e Lima en devoa kemeret perzh e meur a emgann en Pernambuco ha stourmet en devoa gant Simón Bolívar e brezelioù dieubidigezh Venezuela ha Kolombia.

Deskadurezh

kemmañ

Kavout a reer 33 skol en Abreu e Lima: 22 el lodenn kêriekaet, hag 11 war ar maez.