Município (Brazil)
Ur município e Brazil (5560 zo anezho), a denn d'ar gumun e broioù all, a ya daou dra d'ober anezhañ:
- ar prefeitura, a glot gant an ti-kêr,
- ar c'huzul, pe kuzul ar gumun.
Ec'hon meurbet e c'hall bezañ tachenn ur município braziliat, kement hag un departamant er stad c'hall.
Trede pazenn ar galloud kevredadel eo, dindan hini ar stad kevredet, a zo dindan stad kevredadel Brazil.
A bep seurt
kemmañ- An hini tudetañ: São Paulo.
- An hini an nebeutañ a dud ennañ: Borá, e stad São Paulo.
- An hini brasañ Altamira, e Pará, gant 161 445,9 km2, tost div wech kement ha Portugal.
- An hini bihanañ: Santa Cruz de Minas, 2,9 km2.
- An hini gweladennet ar muiañ: Rio de Janeiro.