Stad kevreadel

(Adkaset eus Stad kevredadel)

Ur stad kevreadel pe kevread zo un unaniezh politikel, enni meur a stad kevreet pe a rannvro, emren e tachennoù zo, unvanet gant ur gouarnamant kreiz "kevreadel". En ur c'hevread, stad emren ar Stadoù ezel zo gwarezet gant ar vonreizh ha ne c'hall ket bezañ kemmet diwar ziviz ar gouarnamant kreiz hepken.

Stad kevreadel
stumm gouarnamant
Iskevrennad eusfederal system, political union Kemmañ
Arvezfederalism Kemmañ
Abeg pennañinterstate agreement Kemmañ
Manifestation offederal system Kemmañ
Enebet ouzhunitary state Kemmañ
Ar pennad-mañ zo gouestlet d'ar stadoù kevreadel. evit sterioù all, sellet ouzh kevread (disheñvelout).
Ur gartenn hag a ziskouez ar c'hevreadoù a-vremañ er bed.

Ar stumm gouarnamant pe framm ar vonreizh a gaver er c'hevreadoù zo anvet kevreadouriezh. Gallout a reer sellet outañ evel ar c'hontrol eus ur reizhiad all, hini ar Stad unvezhus. Gouarnamant Alamagn gant c'hwezek Länder kevreet zo ur skouer vat a gevread. Aostria hag he Bundesländeroù a oa ur Stad unvezhus gant rannoù melestradurel zo deuet da vezañ kevreet. Bro-C'hall zo ur Stad unvezhus penn-da-benn, daoust ma tenn hec'h isrannoù melestradurel d'ar stadoù a gaver en ur Stad kevreadel.

Ar c'hevreadoù a c'hall bodañ meur a bobl, pe goleiñ un dachennad ec'hon, daoust ma n'eo ket gwir eus an holl. Alies e vezont diazezet diwar ur c'henemglev etre meur a Stad emren.

Kartenn eus ar Stadoù-Unanet, a ziskouez e hanter-kant stad diazez.
Kartenn eus Stadoù-Unanet Mec'hiko, a ziskouez e stad ha tregont hag an distrig kevreadel.
Kengevread Suis hag ar 26 kanton.
E Kanada, ar gouarnamant kevreadel a zalc'h holl ar galloudoù n'int ket roet gant ar vonreizh d'ar proviñsoù. War an tu kontrol, an tachennadoù zo sujet d'ar gouarnamant kevreadel hag a ro galloudoù dezhe.

Roll kevredadoù

kemmañ

Hiziv an deiz

kemmañ
Kevread Pennad gouestlet da rannoù ar gevread
Arc'hantina Proviñsoù Arc'hantina 23 froviñs 1 distrig kevreadel
Aostralia Stadoù ha tachennadoù Aostralia 6 stad 1 distrig kevreadel/tachennad, 1 dachennad vras ha meur a dachennad vihan
Aostria Stadoù Aostria 9 Bundesländer
Belgia[1] Rannoù Belgia 3 c'humuniezh yezh 3 rannvro
Bosnia-ha-Herzegovina Rannoù politikel Bosnia-ha-Herzegovina div unvezh 1 distrig evezhiet gant un nerzh etrebroadel
Brazil Stadoù Brazil, distrig kevreadel (Brazil) 26 stad 1 distrig kevreadel ha 5561 gumun
Kanada Proviñsoù ha tiriadoù Kanada 10 Proviñs 3 zachennad
Komorez 3 enezenn
Etiopia rannvroioù Etiopia 9 rannvro 2 gêr
Alamagn Stadoù Alamagn 16 Länder pe Bundesländer
India Stadoù ha tachennadoù India 28 Stad 7 tachennad eus an Unaniezh
Irak Rannbarzhioù Irak 18 rannbarzh, en o zouez ur rannvro emren
Malaysia Stadoù Malaysia 13 Stad 3 zachennad kevreadel
Mec'hiko Stadoù Mec'hiko 31 Stad 1 distrig kevreadel
FS Mikronezia 4 Stad
Nepal 14 takad 75 distrig
Izelvroioù Broioù Rouantelezh an Izelvroioù 3 landen
Nigeria Stadoù Nigeria 36 Stad 1 dachennad
Pakistan Proviñsoù ha tachennadoù Pakistan 4 froviñs 4 zachennad kevreadel
Rusia[2] Rannoù Rusia 48 oblast, 21 republik, 10 okrug emren, 7 kray, 2 gêr gevreadel
Saint Kitts ha Nevis inizi/parrezioù Saint Kitts ha Nevis Div enezenn /14 parrez
Soudan Stadoù Soudan 26 Stad
Bro-Suis Kantonioù Bro-Suis 26 kanton
Emirelezhioù Arab Unanet Emirelezhioù an UAE 7 Emirelezh
Stadoù-Unanet Rannoù politikel ar Stadoù-Unanet 50 Stad 1 distrig kevreadel; 1 dachennad entoueziet, 13 tachennad ha n'int ket entoueziet
Venezuela Stadoù Venezuela 23 Stad, 1 dalc'h kevreadel 1 distrig kevreadel

Titloù ofisiel

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. Lod a sell ouzh Belgia kentoc'h evel ur c'hengevredad abalamour ma'z eo emren e rannvroioù war kalz tachennoù
  2. Breutadeg zo diwar Kevread Rusia evit gouzout hag-eñ ez eo ur c'hevread gwirion. Sellet ouzh : Kevredad Rusia.