Pará (stad)
Pará a zo unan eus 26 stad Brazil. E norzh ar vro emañ, er rannvro Norte, en Amazonia. Anvet eo diwar ar stêr Pará (stêr), a zo ur vrec'h d'ar stêr-veur Amazon. Belém eo ar gêr-benn.
Ur stad vras eo, an eil brasañ e Brazil war-lerc'h Amazonas, ha ken bras hag Angola pe Mali. Treuzet eo gant ar c'heheder. Enni emañ genoù ar stêr Amazon.
| |||||
Lec'h ar stad e Brazil | |||||
Bro | Brazil | ||||
Kêr-benn | Belém | ||||
Kêr vrasañ | Recife | ||||
Rannvro | Norte | ||||
Gorread | 1 247 689,5 km² (eil) | ||||
Poblañs - Hollad - Stankter |
7 792 561 (2012) (9vet) 6,2 ann./km² (21vet) | ||||
MDD (2005) | 0,755 – etre (16vet) | ||||
Gwerzhid-eur | UTC-3 | ||||
Kod ISO 3166-2:BR | BR-PA |
Lec'hiadur
kemmañEn-dro dezhi (adalek an norzh, a-du gant an eur) emañ stadoù brazilian Amapá, Maranhão, Tocantins, Mato Grosso, Amazonas ha Roraima. Er gwalarn e sko ouzh broioù Guyana ha Surinam.
Liammoù diavaez
kemmañ
Ousada