Acaill pe Oileán Acla (hervez an iwerzhoneg), Achill Island (hervez ar saozneg, distaget [ˈækəl]), zo un enezenn vras war aod kornôg Iwerzhon, e kontelezh Maigh Eo. Enezenn vrasañ Iwerzhon eo. Stag eo ouzh an douar-bras war-bouez ar Pont Michael Davitt zo etre kêriadennoù Gob an Choire, en enez, ha Poll Raithní, war an douar-bras.

Pelec'h emañ Acaill

E 2006 e save poblañs an enezenn da 2 7000 a dud. A-raok Naonegezh Vras Iwerzhon, e-kreiz an XIXvet kantved, e oa en tu-hont da 6 000 a dud o vevañ eno. Abaoe miliadoù a vloavezhioù ez eus tud o vevañ en Acaill, pa'z eus bet kavet ur bez eus Nevezoadvezh ar Maen (5000 bloaz zo) ha pa'z eus roudoù all a ziskouez e oa tud o vevañ eno war-dro 3 000 kent JK. Er Gaeltacht emañ al lodenn c'hevred eus an enezenn, daoust ma n'eo ket gwall greñv an iwerzhoneg enni ken. Diazezet eo armerzh Acaill, bremañ, war an touristerezh dreist-holl.

Cruachán eo ar poent uhelañ eus Acaill. Emañ ar beg-se 688 metr a-us ar mor hag eno emañ tornaodoù uhelañ Iwerzhon. Ur menez all, Sliabh Mór, e-kreiz an enez, a dap 672 metr uhelder.

Kartenn eus an enezenn
Ar gwel war an enezenn

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.