Kêr-benn Ghana eo Accra. Un distummadur eus ar ger akanek Nkran eo hec'h anv, a dalvez kement ha "merien" en abeg d'ar merionegi niverus a oa eno kent savidigezh kêr.
Kêr vrasañ ar vro eo ivez, en arvor, ha kreiz an armerzh enni. Poblet e oa gant 1 963 264 a dud da vare renabl ofisiel ar bloavezh 2010[1].
Gwiadoù graet er vro, koulz ha prenn a vez ezporzhiet eus Accra.

Kresket eo kêr Accra en-dro d’ur c’hreñvlec’h savet gant Breizhveuriz, d’unan savet gant Daniz ha d’unan all savet gant Izelvroiz, er XVIvet ha XVIIvet kantved. E 1877 e teuas Accra da vezañ pennlec’h an drevadenn vreizhveurek, e-lec’h Cape Coast. Pa voe savet un hent-houarn da vont en argoad e teuas Accra, tamm-ha-tamm, da vezañ kreizenn armerzhel Aod an Aour.


Brasgwel eus Accra (miz Even 2008)
Brasgwel eus Accra (miz Even 2008)

Notennoù

kemmañ
  1. Porched ofisiel Ghana

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.