Ad libitum zo ur bomm latin hag a dalv kement ha hervez (ho) plijadur vat, evel ma plijo deoc'h, pe c'hoazh evel a girit. Heñvelster eo gant A bene placito‎.

Savet eo diwar ad (« da ») hag ar ger libitum (« plijet… »), eus ar verb libere (« plijout… »). Savet eo ar ger libitum a nevez, diwar ar ger latin lies klasel libida.

War al linennoù sonerezh e vez skrivet ad lib. da ziskouez d'ar soner e c'hall derc'hel evel-se dibaouez, dreist-holl e fin an oberenn. Kement-se a c'hoarvez aliezik evit kanaouennoù zo, pa deu mare da seniñ pe ganañ decrescendo.

Pennadoù kar kemmañ