An adaskell zo un askell a-raok kaletaet ha treuzfurmet en urzhioù amprevaned zo, ar c'hwiled (Coleopterae) hag an (Hemipterae) peurgetket.

Aes eo lakaat kemm etre adeskell ar c'hwil-derv-se hag e eskell a-dreñv treuzwelus.

Talvezout a ra an adeskell da wareziñ an eskell a-dreñv a vez implijet evit nijal. Pa ne nij ket an amprevaned e vez goloet an eskell gant an adeskell. Pa nijont e chomont savet ha difiñv evit reiñ lec'h d'an eskell.

E strolladoù amprevaned zo e vez staget an adeskell hag abalamour da se ne c'hall ket an amprevaned nijal. Gallout a reer menegiñ lod eus amprevaned eus kerentiad ar C'harabidae da skouer.

N'eus ket a reizhiad gwazhennoù ha kelligoù en adeskell (evel ma'z int deskrivet gant ar reizhad Comstock-Needham) met peurliesañ o devez roudennoù, antoù a-hed ha rizennoù, etre an antoù-se. Gallout a ra an eskell bezañ levn penn-da-benn ivez pe kaout bosoù pe kreskennoù.

En isurzhiad an Orthopterae ensiferae (Evel ar grilhed pe an ephippigerae) e stumm un doare "wareg" hag ur meni "plectrum" war an adeskell. Talvezout a reont d'ar grilhed da grikal o rimiañ an eil ouzh egile.

Liamm diavaez

kemmañ