Adriana da Cunha, pe Adriana da Cunha Calcanhotto, ganet e 1965 e Porto Alegre, zo ur ganerez ha sonaozourez vrazilian. Kanañ a ra samba, bossa nova, kenkoulz evel rock pe kanaouennoù bugale.

Adriana Calcanhotto

He buhez

kemmañ

Adriana zo merc'h d'un tabouliner jazz, Carlos Calcanhotto, a orin italian, eus Volpago del Montello e proviñs Treviso (adskrivet eo bet an anv orin Calcagnotto en doare portugalek), ha kelennerez korfembregerezh ha korollerez e oa he mamm, Morgada Assumpção Cunha.

Da c'hwec'h vloaz e oa bet roet ur violin dezhi gant he zad-kozh, ha hi da gregiñ da seniñ ha da ganañ. Levezonet eo bet gant an MPB, hag al lennegezh vrazilian vodern, ha dreist-holl ar Movimento antropofágico savet gant Oswald de Andrade, Tarsila do Amaral ha re all.

Prizioù

kemmañ

Div wech he deus bet ur Priz Grammy Latino, roet abaoe 2000, da arzourien Amerika Latin:

He fladennoù

kemmañ
 
Adriana Calcanhoto
  • 1990 : Enguiço
  • 1992 : Senhas (1992)[1]
  • 1994 : A Fábrica do Poema (1994)
  • 1998 : Maritmo
  • 2000 : Público [sonadeg]
  • 2002 : Cantada
  • 2003 : Perfil[2]
  • 2004 : Adriana Partimpim [evit ar vugale]
  • 2008 : Maré
  • 2009 : Partimpim Dois [evit ar vugale]
  • 2011 : O Micróbio do Samba, diwar-benn ar samba; an holl ganaouennoù ganti war-bouez "Beijo sem" gant Teresa Cristina ha "Vai saber?" gant Marisa Monte. Brudet e voe ar bladenn e-kerzh he zroiad dre ar vro, anvet "Trobar Nova"[3].
  • 2012 : Partimpim Tlês [evit ar vugale]
  • 2014 : Olhos de Onda
  • 2015 : Loucura

Buhez prevez

kemmañ

E-pad 25 bloaz he deus bevet gant Suzana de Moraes (1940- 2015), merc'h d'ar sonaozour Vinícius de Moraes, marvet gant ar c'hrign-bev.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. https://www.youtube.com/watch?v=9vdVXMvPFtw
  2. Da selaou : https://www.youtube.com/watch?v=KVyEbrr_QFg
  3. https://www.youtube.com/watch?v=YHPVgDkag2k