MPB
Ar música popular brasileira ("sonerezh poblek braziliat"), berraet en MPB, zo un doare sonerezh ganet e Brazil e dibenn ar bloavezhioù 1960 war-lerc'h ar bossa nova. Poblek e oa dreist-holl e-touez ar renkadoù etre er c'hêrioù.
Doare ar sonerezh
kemmañMeur a zoare sonerezh zo e Brazil, ken bras eo ar vro, ken liesseurt orin an dud : bossa nova, música toques para celular sertaneja (eus ar Sertão), forró, lambada, samba, ouzhpenn d'an doareoù etrebroadel ha bedhollek evel ar rap pe ar rock.
MPB a vez lavaret eus pezh na vez ket lakaet en rummadoù-se. Neuze e vez kaoz eus ur c'haner, pe ur ganerez a gan kanaouennoù nevez-krouet gant sonaozourien brudet peurvuiañ.
Un toullad kanerien eus ar MPB
kemmañNova Cançó
kemmañTud zo a gav dezhe e c'haller keñveriañ ar MPBN gant nova cançó Katalonia peogwir e oant bet ganet dindan div ziktatorelezh.
Liammoù diavaez
kemmañ- (pt) Istor ar MPB
- (pt) Kanerien MPB