Adrien d'Amboise
Adrien d'Amboise a oa bet eskob Treger eus 1604 da 1616.
Buhez
kemmañAnvet e voe da eskob Treger e 1604 gant ar roue Herri IV, war-lerc'h Georges Louet, hemañ aet da Anaon hep bezañ sakret.
E 1608 en devoa lakaet adsevel maner an eskopti, freuzet gant ar Re Unanet da vare Guillaume de Halgoët.
Mont e reas da Anaon d'an 28 Gouere 1616. Brudet e oa evit e zoujañs ha e ouiziegezh.
Pierre Cornulier e zeuas war e lerc'h war gador eskopti Treger.
Levrlennadur
kemmañ- Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960