Guillaume du Halgoët


Poltred en iliz-Veur Landreger


|

En glazur e leon kudennek en aour. Sturienn an tiegezh ː Ker guen hag haléguec

Guillaume du Halgoët, pe Halegoët, a voe eskob Treger eus 1587 da 1602.

Buhez kemmañ

Plougouskant e oa e gêr c'henidik. Arc'hdiagon Landreger e oa pa voe anvet da eskob Treger war-lerc'h François de la Tour e 1587.

Da vare brezelioù ar Re Unanet e oa, pa oa Landreger eus tu ar roue. Aloubet e oa bet Landreger gant ar Re Unanet d'ar 17 Du 1589, ha preizhet an iliz-veur krec'h-traoñ. Ret e oa bet d'an eskob mont da glask repu e Granville. Preizhadegoù all a voe er vro e 1590, 1591, 1592, ha devet ul lodenn eus ar gêr e fin 1592. Freuzet e voe ar vro ivez tro-war-dro gant ar roueelerien, staliet er Roc'h-Derrien, e-kichen.

Goude bet en harlu e-pad seitek miz e Granville, Guillaume a gavas repu e kastell Tonkedeg, ha goude se e Gwengamp betek 1594, goude ma oa bet adc'hounezet kêr gant ar roueelerien. Er bloaz-se e tistroas da Landreger hag e lakaas kreñvaat an iliz-veur.

D'an 29 Here 1602 ec'h eas Guillaume du Halgoët da Anaon. Sebeliet e voe e chapel Sant-Koniri e Plougouskant, e-lec'h ma weler e vez kizellet kaer-kenañ.

Georges Louet a voe anvet war e lerc'h war gador eskopti Treger.

Levrlennadur kemmañ

  • Pierre Barbier : Le Trégor historique et monumental. Les Presses bretonnes. Saint-Brieuc. 1960