Adsav ar gouezeleg
Adsav ar gouezeleg (Iwerzhoneg: Athbheochan na Gaeilge ) a oa ul luskad broadel en Iwerzhon en XIXvet kantved hag a glaskas kas war-raok ar gouezeleg hag ar sevenadur iwerzhonat[1]. War zigresk e yae ar gouezeleg d'ar mare-se betek ma chomas ar yezh pemdeziek e takadoù pell diouzh ar c'hêrioù, aloubet gant ar saozneg hag a oa ar yezh pennañ en Iwerzhon endeo.
Kemer a rejod preder ouzh ar gouezeleg a-c'houde deroù an XIXvet kantved gant savidigezh an Ulster Gaelic Society e 1830, ha diwezhatoc'h gant studiadennoù John O'Donovan ha Eugene O'Curry ha krouidigezh Cumann Oisíneach ("Kevredigezh Ossian"). Heuliet eo bet gant diazezañ ar Cumann Buan-Choimeádta na Gaeilge e 1876, hag ar Unvaniezh Ouezelek e 1880. Ganto e oa bet embannet ar Gaelic Journal. Ar sportoù iwerzhonat a oa bet brudet ivez gant ar Cumann Lúthchleas Gael, savet e 1884.
Conradh na Gaeilge a voe diazezet e 1893 gant Eoin MacNeill ha tudennoù arall entanet gant ar yezh keltiek-se. Penn ar gevredigezh e oa Douglas Hyde, ha pal ar C'hevre a oa broudañ an dud da gomz e gouezeleg an devezh-pad en ur soñjal mont a-enep saoznekadur ar vro. Aozet e veze bep sizhun un emvod tud evit eskemm diàr-benn sevenadur Iwerzhon, embann a rejont ar gazetenn An Claidheamh Soluis, hag e stourmjont da lakaat ar gouezeleg da vout studiet er skolioù. Ar C'hevre a greskas buan o tiorren 48 skourr goude pevar bloaz ha 400 goude dek vloaz. E darempred e oa ar C'hevre gant luskadoù arall eus an hevelep mare, evel al luskad Pan-Keltiek hag an Irish Literary Revival.
E-touesk skrivagnerion bennañ an adsav emañ Peadar Ua Laoghaire, Pádraig Mac Piarais ha Pádraic Ó Conaire.
Daveoù
kemmañ- ↑ Blackshire-Belay, Carol (1994). Current Issues in Second Language Acquisition and Development. University Press of America. 32 p. ISBN 0819191825. Retrieved on 30 January 2018.