Adunanidigezh Alamagn

Adunanidigezh Alamagn (Deutsche Wiedervereinigung) a c'hoarvezas d'an 3 a viz Here 1990. Neuze e voe peurechuet unanidigezh an div stad a oa diagent, Republik Demokratel Alamagn ha Republik Kevreadel Alamagn.

An div stad, aet d'ober unan hepken e 1990

Goude an dilennadegoù demokratel kentañ en Alamagn ar Reter, d'an 18 a viz Meurzh 1990, e voe kaozeadennoù etre renerien an div stad da sevel ur Feur-emglev unanidigezh. Kuzuliadeg a voe etre an div stad alaman hag ar peder stad a oa bet aloubet Alamagn ganto goude an Eil Brezel-bed, hag emglev a voe graet ganto war ur steuñv da sevel ur stad hepken gant an div Alamagn. Ar stad nevez-se a voe degemeret kerkent e Kumuniezh Europa (aet da Unaniezh Europa goude) hag en aozadurioù etrebroadel all evel NATO.

Gant ar ger "adunanidigezh" e reer evit an darvoud-se, tra ma reer gant "unanidigezh" evit ar pezh a c'hoarvezas en XIXvet kantved pa voe unanet ar stadoù alaman diseurt en Impalaeriezh alaman.


Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.