Afer Dickinson
Afer Dickinson zo un enklask polis hag ur prosez c'hoarvezet e Breizh goude marv Caroline Dickinson, ur Gerneveuradez yaouank hag a voe lazhet e Planfili d'an 18 a viz Gouhere 1996.
Ur skoliadez e oa, a voe gwallet ha mouget betek ar marv e ti-herberc'h Planfili. Kement-se a c'hoarvezas en ur gambr ma oa merc'hed all o kousket hep na voe gwelet na klevet tra ebet. Trouz a voe e Breizh-Veur rak ne oa ket efedus an enklask.
Meur a vloaz goude e voe kavet ar muntrer, ur Spagnol anvet Francisco Arce Montes, p'edo e Stadoù-Unanet Amerika ; harzet e voe d'an 13 a viz Meurzh 2001 e Miami, ha tamallet goude dielfennet TDN e gorf.