Afer Joël Le Scouarnec

An Afer Joël Le Scouarnec, brudet ivez dre an anv Afer surjian Jonzac, zo ur prosez a-enep ur surjian ganet e Pariz e 1950, Joël Le Scouarnec, a damaller dezhañ kantadoù a dagadennoù reizhel ha jestroù reizhel pedotorfedel. An darvoudoù zo c'hoarvezet e-pad meur a vloaz hag e meur a gêr.

Kondaonet eo bet e 2020 da 15 vloaz toull-bac'h evit gwalladennoù ha tagadennoù reizhel war pevar bugel ha graet en deus galv. Bez eo tamallet ivez en un afer all evit gwalladennoù ha tagadennoù reizhel a-enep un hollad 312 gouzañver posubl, ar re-se a oa oadet a 11 vloaz da vare an tagadennoù etre 1991 ha 2014. An darvoudoù a vije erruet e meur a ospital er Charente-Maritime, Indre-et-Loire, Penn-ar-Bed ha Morbihan [1].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ