Afer Michael Correa

Afer Michael Correa pe Illinois v. Correa, lesanvet The Friendly Frank’s Case, zo bet un afer a justis etre stad Illinois ha Michael Correa tamallet dezhañ da werzhañ danvez hudur en ul lec'h ma kej ar grennarded[1].

Afer Michael Correa
Difennet
Difennet

Maread 18 a viz Du 1986-16 a viz Du 1989
Lec'h Illinois
Disoc'h Trec'h peurglok, prosez-galv gounezet gant Michael Correa hag e harperien
Emgannerien
Miachel Correa hag e harperien
alvokad Joseph Burton
Stad Illinois
Prokulor stad Illinois

An afer

kemmañ

Danvez hudur

kemmañ

D'an 18 a viz Du 1986, daou ofiser polis hag a oa oc'h evezhiañ al lec'hioù ma kej ar grennarded a brenas 15 bandenn-dreset doare comics digant Michael Correa, penn ar stal Friendly Frank’s[2].

E miz Kerzu, chwec'h ofiser polis a zistroas da furchal ar stal ; tapet e voe ganto 7 dastumadenn comics (Omaha the Cat Dancer, Weirdo, Heavy Metal).

Penn ar stal Michael Correa a voe harzet ha grizilhonet ; serret e voe ar stal e-pad pemp devezh.

Nebeut goude e voe ouzhpennet dastumadennoù all da gargañ penn ar stal war ar c'hlemm-polis da vezañ gwerzher ha bruder danvez hudur (Elektra: Assassin, Love & Rockets, Ms. Tree, Bodessey, Elfquest).

Danvez Satan

kemmañ

Ar sarjant-polis Jack Hoestra, a oa e-karg harzadenn Michael Correa, en doa displeget d'ar gazetenn Gary Post-Tribune e oa bet harzet Michael Correa evit an danvez hudur hag ivez evit danvez satanek. Hervezañ e veze skignet an danvez satanek e kement lec'h ma veze gwerzhet comics.

An dagadenn-se n'eo ket bet dalc'het war ar garg-justis.

Kablus pe digablus

kemmañ

Michael Correa a oa bet lakaet e-tal ur choaz:

  • Pe plediñ kablus ha paeañ un tailh-kastiz a 500 Dollar
  • Pe plediñ digablus ha stourm a-enep ar garg

Choaz a ra Michael Correa da vont gant hent ar stourm harpet gant e implijer Frank Mangiaracina. Hemañ a vrud an afer hag a c'houlenn sikour gant embannerien ar ha gwerzherien ar C'homics.

Ur stourm kengred

kemmañ

Denis Kitchen e-penn an embannadurioù Kitchen Sink Press a oa bet galvet dre bellgomz gant Frank Mangiaracina. Unan eus ar-re gentañ e oa da vezañ goulennet sikour dezhañ.

Raktal ez eo a-du da reiñ sikour ha dre e rouedad tud e teu da vezañ brudet an afer lesanvet bremañ The Friendly Frank’s Case.

Denis Kitchen a ya e darempred gant Greg Ketter en un emgav bandenn-dreset e Minnesota. Greg Ketter a grog d'ober war-dro ur c'houlenn arc'hantaouiñ evit difenn Michael Correa.

Greg Ketter a zeu a-benn da gendrec'hiñ arzourien brudet da sikour evit rastellañ arc'hant: Sergio Aragones, Hilary Barta, Reed Waller, Steve Bissette, Bob Burden, Richard Corben, Robert Crumb, Howard Cruse, Will Eisner, Frank Miller, Mitch O’Connell, Don Simpson hag Eric Vincent a vezo a-du.

kemmañ

An arc'hant rastellet gant Ketter a oa bet lakaet ar ur gont bank anvet The Comic Book Legal Defense Fund. Servij a rafe an arc'hant da vrudañ an afer gwelet evel un dagadenn d'ar 1añ amandamant amerikan ha da baeañ alvokaded evit Michael Correa.

Disorc'h ar prosez

kemmañ

D'ar c'hentañ a viz Genver 1988 ez eo lakaet da gablus ha kondaonet Correa. Ar c'hondaonadur a oa da baeañ un tailh-kastiz a 750 dollar har ur bloavezh dindan evezh al lez-varn.

Kitchen gant an arc'hant rastellet a bae an alvokad Burton Joseph arbenikaet war an aferioù e-liamm gant ar 1añ amandamant amerikan (evel aferioù Playboy...).

Gant ar galv graet d'ar prosez kentañ ar barner a zisklerio ez eo iskis an danvez istorioù a gaver en dastumadennoù comics gwerzhet gant Michael Correa met ne oant ket peadra da vezañ gwelet evel danvez hudur.

16 a viz Du 1989, ar barner-galv a lak da dalvezout ez eo digablus Michael Corrrea.

Goude ar prosez

kemmañ

Goude ar prosez e seblant anat da harperien Michael Correa ne vezo ket echu gant prosezioù a-seurt-se. Ar mennozh da sevel un aozadur difin a grog da sevel.

E 1990 e vez krouet ar Comic Book Legal Defense Fund. Kenderc'hel a ra an aozadur-se hiziv-an-deiz da zifenn pe reiñ harp d'an aozourien pe embannerien a vez lakaet fall dre o labour ha pezh a embannont er Stadoù-Unanet.[3].

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ