Comic Book Legal Defense Fund

Comic Book Legal Defense Fund
Banniel Banniel
Banniel ar CBLDF ha poltred penn an aozadur
Krouidigezh 1990
Padelezh 1990 - Bremañ
Sujidigezh Aozadur digorvo
Doare Embanner

Gwerzher
Difenner ar 1añ amandamant Amerikan evit krouerien ar vandennoù-dreset

Ger-stur "A greater force for good" (Un nerzh kreñvoc'h evit ar mad)

"Support the CBLDF"

Lec'h pennañ Northampton

New York, Stadoù-Unanet Amerika

Bro Stadoù-Unanet Amerika
Anvioù all "CBLDF"
Pennoù Susan Alston

Charles Brownstein

Lec'hienn internet www.cbldf.org

Ar Comic Book Legal Defense Fund berraet e CBLDF a zo un aozadur digorvo krouet e 1990 gant ar pal pennañ da zifenn 1añ amandamant Stadoù Unanet Amerika evit krouerien, embannerien ha gwerzherien ar vandennoù-dreset[1]

Krouet eo bet an aozadur Comic Book Legal Defense Fund dindan un doare ofisiel er bloavezh 1990 memes ma oa bet kroget al labour abaoe 1986 hag afer Michael Correa.

Kefridioù ar CBLDF kemmañ

Liestachenn ez eo ar Comic Book Legal Defense Fund. Difenn ar 1añ amandamant amerikan evit bed ar bandennoù-treset a zo ar c'hefridi pennañ, brudañ ar c'hudennoù hag a-sav tro-dro, mont dre ar skolioù evit displegañ pouezhusted an amandamant-se.

An aozadur a zegad harp d'an embannerien pe d'an aozourien dre an arc'hantaouiñ, embann an oberennoù difennet hag o werzhañ, reiñ a reont ivez kuzulioù a-fed Gwir betek kas alvokaded da zifenn an aferioù grevusañ.

Ouzhpenn da-se ar CBLDF a c'hell embann pe gwerzhañ oberennoù difennet.

Liammoù kengred kemmañ

Aozadurioù kemmañ

D'an 23 a viz Gwengolo 2015 ez eo bet roet harp d'an aozadur Comic Book Legal Defense Fund gant an embregerezh Humble Bundle. Ar pal a oa da reiñ an tu d'ar pratikoù da brenañ bandennoù-treset difennet er Stadoù-Unanet dindan ar stumm enlinenn a-benn rastellañ arc'hant evit ar CBLDF hag an aozourien[2],[3].

Ar CBLDF a zo harp d'ar Banned Books Week[4]

Liammoù a zo bet dija etre ar CBLDF hag aozadurioù all evel ar Kids Right to Read Project, an American Library Association pe c'hoazh an Office of Intellectual Freedom.

Aozourien kemmañ

Aozourien e-leizh a zo a-du pe liammet gant ar CBLDF lod anezho o vezañ brudet-mat dre ar bed:

Aferioù brudetañ kemmañ

 
Comics-con 2012 Charles Brownstein penn an aozadur CBLDF o prezegenniñ

Embannadurioù kemmañ

  • CBLDF Defender Digital Comics: ur gazetenn elektronek embannet gant ar CBLDF a-benn reiñ an tu da welet stad ar gwir da embann er Stadoù-Unanet ha peseurt aferioù a zo bet harpet gant an aozadur[9].

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ