An Afon Braint zo ur stêr en Enez Vôn, dezhi daou aber. Eieniñ a ra e Llyn Llwydiarth etre Pentraeth ha Llanddona kent redek war-du ar mervent.

Ur pleg en Afon Braint

An hent B5420 a dreuz ar stêr e Sarn Fraint, e Penmynydd.

Adalek Llanfairpwllgwyngyll e tiforc'h d'ober div stêr :

  • an eil a red war-du ar gevred da aberiñ er Menai, nepell diouzh Pwllfanogl ;
  • heben a red war-du ar mervent da aberiñ er Menai ivez tost da Zwyran.

Gallout a rafe an anv Braint dont eus hini an doueez Brigantia, a oa ivez en anv ar bobl vrezhon Brigantes a oa e reter Enez Vreizh en Henamzer.