Stêr Nedd

(Adkaset eus Afon Nedd)

Ar stêr Nedd (Afon Nedd e kembraeg) zo ur stêr e kreisteiz Kembre. Aberiñ a ra e Bae Abertawe er c'hreisteiz da Llansawel.

Sgwd Gwladys

Dont a ra eus Bannau Brycheiniog, div adstêr dezhi, ar stêrioù Hepste ha Mellte. Ur stankell zo war ar Mellte, anvet Ystradfellte.

Douaroniezh

kemmañ

Eieniñ a ra e reier greunvaenek e Powys, ha redek goude war ur roc'h liesseurt. Pa gav kalc'h e red lod eus he dour dindan zouar a-wechoù, hag ec'h aoz neuze ur rouedad kevioù hag islonkoù. Tremen a ra dre gêr Glyn-nedd.

Ur mell labouradeg aluminiom a oa bet savet e-kichen Resolfen e-pad an eil brezel-bed, met serret e voe er bloavezhioù 1990. Hiziv eo labour ar c'hoad hag an douar ha ne chom ken en draonienn (Dyffryn Nedd, e kembraeg), ha mont a ra an darn vrasañ eus an dud d'o devezh bemdez da Abertawe pe Port Talbot.