Afrodeutsche (Afro-German) pe schwarze Deutsche (Alamanted du) zo ur strollad etnek a gaver war tiriad Alamagn a hiziv pe a oa kavet e tiriadoù ar Reich. Afro-Germaned a vez graet eus tud alaman gant orinoù du.

E 2005, e oa tro 800 000 Afro-German war un hollad a 80 milion anneziad. Diaes eo kavout sifroù dre ma z'eo difennet niveriñ ar boblañs hervez an orinoù gouennel abaoe fin an Eil Brezel-bed hag an ideologiezh gouennelour. E Berlin e kaver tro 70 000 (2% eus ar boblañs) Afro-German o vevañ.

Etre 1600 ha 1800

kemmañ

Ar c'hentañ Afrikaned degaset en Alamagn a oa bet servijourien e-pad an 18vet kantved dreist-holl. Tro 1720, Anton Wilhelm Amo, ganet er Ghana, a oa bet harpet evit dont-tre ar skol-veur gant un dug alaman. An den du kentañ e oa bet dre Europa a-bezh o studiañ en ur skol-veur. Goude e vare a studioù e oa deuet da vezañ prederour.

Diwezhatoc'h e voe degaset Afrikaned all evel sklaved en arvorioù kornôg Afrika. Eno e oa perc'hennerien douaroù a orin alaman. E 1717, ar roue Friedrich Wilhelm Iañ Prusia en devoa gwerzhet e zouaroù e Ghana. 30 000 den a zo gwerzhet da Gompagnunezh an Izel-vroioù evit an Indez sav-heol. Ar berc'hennerien nevez a zo liammet dre kevrad evit « kas 12 morian, c'hwec'h anezho gant chadennoù aour », d'ar roue. Ar vugale sklav a zo kaset pe da Botsdam pe da Verlin.

Liammoù Afrika hag Alamagn etre 1884 betek 1945

kemmañ

E-pad emvod Berlin Kongo 1884, gant an holl vroioù europat galloudus ar mare, Ee voe rannet Afrika a dammoù. Da bep bro e oa bet roet tiriadoù deuet da vezañ trevadennoù. Alamagn a oa e-touez anezho hag a voe roet dezhi douaroù e Kornôg Afika ha rann-vro al lennoù bras. Kontrol d'ar vroioù all Alamagn a implijas tud arbenikaet an douaroù-se evit ober war o zro. Ar velestradurezh lec'hel a oa sevenet gant Afrikaned dindan urzhioù alamanted. Evit dont a-benn d'en ober e voe kaset Afrikaned da Alamagn evit studiañ an ekonomiezh, ar Gwir. Ar re-se a oa paotred yaouank evit an darn bras anezho. Nebeut anezho a oa deuet a-benn da dizhout liveoù uhel ha dont-tre ar skolveurioù, met an darn anezho a oa gourdonet e kreizennoù trevadennel evit dont da vezañ ofiserien, servijourien pe mistri-skol.

An Afrikaned-se a oa implijet ivez evel troerien en Afrika-German, e kreizennoù studiañ yezhoù pe er velestradurezh trevadennel. Lod all a oa aet da da vezañ ar re Askari, soudarded emzifenn trevadennel Alamagn. Eus ar re-se e oa graet Reichsneger (morianed an impalaeriezh)

Pennadoù kar

kemmañ