August Albrecht Sabac el Cher

August Albrecht Sabac el Cher, ganet e 1836 e Kurdufan (Ejipt d'an ampoent, Soudan bremañ) hag aet da Anaon d'an 21 a viz Gwengolo 1885 e Berlin, a oa ur servijour ha soner el lu alaman. Brudet eo dre ma oa un Afrodeutsche, un Afro-Alaman.

Ganet e oa e Kurdufan en Egipt. Emzivad, roet e oa bet evel prof d'ar priñs prusian Friedrich Heinrich Albrecht. Ur c'hoarier violoñs donezonet e oa.

E 1867 e oa dimezet August Sabac el Cher gant ur vaouez eus Berlin Anna Maria Jung, merc'h ur gwerzher gwiad. Ur mab o doa bet hag a voe soner milourel eveltañ anvet Gustav Sabac el Cher.