Afrodite Capua
Afrodite Capua (Afrodite di Capua en italianeg), pe Gwener Capua, zo un delwenn roman e marmor eus an IIvet kantved goude JK, kizellet en amzer an impalaer Hadrian (etre 117 ha 138). Kavet e voe e Capua en XVIIIvet kantved.
Krediñ a reer e oa bet graet, evel Gwener Milo, diwar ur patrom eus Afrodite, lakaet war gont Lysippus, unan eus brasañ kizellerien Gres, delwenn aet da goll abaoe.
En he sav emañ an doueez war he gar dehoù, he zroad kleiz zo war un tokarn, ha hi hanter noazh. Un himation, pe ur vantell, zo ganti da c'holeiñ he c'horf adalek he bandenn.
Troet eo he fenn war-du an tu kleiz, hag he div vrec'h zo savet da zerc'hel, a greder, skoed an doue Ares, implijet gant Gwener evel pa vije ur melezour.