Agnes Bro-C'hall (1260-1325)
Agnes Bro-C'hall, ganet war-dro 1260 pe 1265 ha marvet d'an 19 a viz Kerzu 1325 e Lantenay (Côte-d'Or), a oa ur briñsez gapetian c'hall.
He buhez
kemmañMerc'h e oa d'ar roue gall Loeiz IX ha d'e bried Marc'harid Provañs, hag o merc'h diwezhañ e oa.
E 1279 e voe dimezet da Roperzh II, dug Bourgogn(1248-1306), ha bugale o doe.
He bugale
kemmañ- Jean (v. 1279 † 1283), marvet da 4 bloaz ;
- Marguerite, ganet en 1285, marvet en yaouank ;
- Blanche († 1348),
- dimezet e 1307 da Edouarzh Iañ (1284 †1329), Kont Savoia
- Marguerite (1290 † 1315)
- dimezet en 1305 da Loeiz X (Bro-C'hall) (1289 †1316) Roue Navarra ha Roue Bro-C'hall ;
- Jeanne (1293-1349)
- dimezet da Philippe de Valois, roue Bro-C'hall evel Fulup VI, mab da Charles de Valois, breur da Philippe le Bel ;
- Hugues V (1294 † 1315), dug Bourgogn (1306-1315) ;
- Eudes IV (1295-1349), dug Bourgogn (1315-1349) ;
- Mari, ganet e 1298,
- dimezet en 1310 (da 12 vloaz) da Édouard Ier, comte de Bar ;
- Loeiz (1297 † 1316), roue Tessaloniki ;
- Robert (1302 † 1334), dimezet da Janed Châlon, a voe anvet goude da kontez Tonnerre.
En 1306 e varvas he fried, hag e teuas da vout rejantez an dugelezh evit he bugale. En 1316 e varvas ar roue gall Loeiz X, ha hi da zifenn gwirioù he merc'h-vihan Janed war gurunenn Bro-C'hall, dirak ar rejant [Fulup V Bro-C'hall|Philippe de Poitiers]], breur Loeiz.
Mervel a eure daou vloaz goude ha beziet e voe en abati Cîteaux.