Ai'ta!
Ai'ta! a zo ur strollad bet savet e Bro-Dreger er bloavezhioù 2000 a-benn difenn ar brezhoneg gant tud aet skuizh gant stad ar brezhoneg en deiz-ha-herie. Liseidi, implijidi, kelennerien, studierien, micherourien, ha skolaerien int ha n'eo ket Ai'ta! stag diouzh strollad politikel ebet.
Palioù
kemmañ- kelaouiñ ha reiñ da c'houzout d'ar Vretoned penaos emañ kont gant o yezh.
- Diskwel d'an dud zo eus ur yezh e Breizh hag a vez komzet bemdez gant tud, yaouank evit un darn anezhe.
- Goulenn groñs ur wir divyezhegezh digant ar reoù a zo ar galloud ganto e Bro-Dreger evit ma vefe ar brezhoneg bezañ gwelet ha klevet er vuhez foran.
Anfeuls eo o doareoù stourm, diwar skouer Gandhi, Greenpeace hag Euskariz ar strollad Demo.
Evit sachañ evezh an dud war stad ar brezhoneg e vez graet ganto manifestadegoù, c'hoariva er straedoù, kentelioù brezhoneg n'eus forzh pelec'h. Mont a reont ivez da welet an tier-post, an tier-gar, an tier-kêr, ha kement 'zo, evit goulenn groñs e vefe kinniget hag implijet ar brezhoneg el lec'hioù-se.