Airiel
Airiel a zo ur strollad sonerezh shoegaze eus Chicago (Illinois). Pevar den a zo ennañ : Jeremy Wrenn, Chris DeBrizzio, Andrew Puricelli ha Mikey Pinaud. Pladennoù ar strollad a vez embannet gant Highwheel Records, un ti-embann pladennoù distag eo.
Istor ar strollad
kemmañAiriel a zo bet savet e 1997, e Bloomington (Indiana) gant Jeremy Wrenn ha Shawn Delaney. Ar strollad a lakaas embann meur a bladenn EP gant an ti-embann Clairecords. Adembannet e voent goude-se dindan stumm ur c'houfrig anvet Winks and Kisses. E 2005 ec'h embannas ar strollad ur bladenn EP all anvet Airiel, ha treiñ a reas e reter ar Stadoù-Unanet[1]. E miz Eost 2007 e teuas er-maez albom kentañ ar strollad, The Battle of Sealand he zitl. E dibenn 2007 e tispartias Wrenn ha DeBrizzio diouzh Osborne ha Rungger. Dilojañ a rejont da Vridgeport, e su Chicago. Un droiad er Rouantelezh-Unanet a reas ar strolald e miz Ebrel 2008, asambles gant ar soner Ulrich Schnauss.
Sealand
kemmañA-benn o zrugarekaat eo bet lakaet holl izili ar strollad da aotrouien Sealand[1]. Sañset e oant da ober un sonadeg eno hag a vefe bet skignet dre internet, a-benn ar fin ne vo ket anezhi rak izili ar strollad n'o deus ket asantet ket paeañ ar veaj da Sealand. [2] [3]
War al leurenn
kemmañBrudet eo Airel evit ar sonadegoù roet ganto, ha dreist-holl abalamour da live ar sonerezh. Wrenn ha DeBrizzio o deus embannet e reont kemend-se a-ratozh-kaer.
Izili ar strollad
kemmañ- Jeremy Wrenn - kan ha gitar
- Chris DeBrizzio - gitar
- Andrew Puricelli - gitar boud ha kan
- Mikey Pinaud - taboulinoù
- Izili bet er strollad
- Cory Osborne - bass, vocals
- John Rungger - drums
Pladennaoueg
kemmañPladennoù EP
kemmañPladennoù
kemmañDastumadegoù
kemmañ- Welcome to The Future (Highwheel Records gant ar ganaouenn "Peoria") (2006)
- Never Lose That Feeling (gant ar ganaouenn "Blowin Cool") (2006)