Akseli Gallen-Kallela
Akseli Gallen-Kallela (26 a viz Mae 1865 e Pori, Finland – 7 a viz Meurzh 1931 Stockholm, Sveden) a oa ul livour hag un engraver finlandat.
Da gentañ e savas taolennoù gwirheñvel diwar-benn ar vuhez war ar maez, ha goude-se e kemmas doare da livañ : nevezromantel e teuas e stil da vezañ, livioù flamm a implijas, ha merkañ kalz an trolinennoù a reas. Chomet eo brudet dre ma savas meur a daolenn ma skeudennas pennadoù eus ar C'halevala, hag a zo meurgan broadel Finland (Difenn ar Sampo, 1896 ; Mamm Lemminkäinen, 1897).
Oberennoù
kemmañ-
Goveliañ ar Sampo (1893)
-
Difenn ar Sampo (1896)
-
Mamm Lemminkäinen (1897)
-
Teirzaolenn Aino
-
Mallozh Kullervo
-
Velisurmaaja (1897)