Al louarn bras drouk ha kontadennoù all
“Al louarn bras drouk ha kontadennoù all” a zo un dresadenn-vev ha tri istor enni. Azasaet eo diwar ar vandenn-dreset heñvelanvet, savet gant Benjamin Renner. E galleg e oa da gentañ. Advouezhiet eo bet e brezhoneg gant ar gevredigezh Dizale.
War ar maez e tremen an istor, gant tudennoù a bep seurt : ul louarn a soñj dezhañ eo ur yar, ul lapin oc'h ober ar c'hwibon hag un houad a fell dezhañ kemer plas an Tad Nedeleg…
Ur babig da gas.
kemmañAr pemoc'h a zo o liorzhañ. Al lapin hag an houad o deus c'hoant sikour ar pemoc'h. Hag ar pemoc'h a lâr 'NANN' peogwir e oar emaint o vont d'ober forzh petra.
Ar c'hwibon a gemer ar wezenn e-barzh ar penn. Ar babig a gouezh eus ar wezenn. Eskell ar c'hwibon a zo torret. Ar c'hwibon a c'houlenn gant ar pemoc'h kas ar babig barzh e di.
Ar pemoc'h hag al lapin o deus disoñjet Pauline e-barzh ur c'hamion kiger, ar blenier a ya d'ober titich hag ar pemoc'h a brofit evit kemer ar c'hamion. Ar c'hamion a ra zig zag.
Ar pemoc'h a ya barzh an ti-post evit postañ Pauline hag ul loen iskis met faziet int bouest. Goude emaint e-barzh ar c'harr-nij. Tout an dud a gouezh eus ar c'harr-nij. Kouezhet int e-kichen he zi.
Al louarn bras drouk.
kemmañAn tudennoù pennañ eo al louarn, ar bleiz, ar pousined, ar yar hag ar c'hi. An istor a dremen barzh ar c'hoad hag e-barzh un ti-feurm. Al louarn en deus laeret vioù ar yar. Nemet al louarn n'en deus ket mui c'hoant da zebriñ ar pousined. Goude ar bleiz a lâr: "ro ar pousined din peogwir 'teus ket c'hoant da zebriñ anezho". Ar bleiz a glask kemer ar pousined met al louarn n'en deus ket c'hoant reiñ ar pousined neuze al louarn a lak ur gwiskamant yar hag a red betek an ti-feurm. Skeiñ a ra ouzh an nor ha mamm gwir ar pousined a digor: al louarn a c'houlenn repu. Ar yar a diskouez an ti evit kousket. Antronoz, ar yar a diskouez an atalier evit lazhañ al louarn, nemet al louarn a gouezh e-barzh an tan neuze ar gwiskamant a dev. An holl yer a glask lazhañ al louarn. Met ober a ra un deal gant al yer. Al louarn ne vez ket lazhet met implijet ’vez evit deskiñ en em zifenn a-enep d'al lern.
Ret eo saveteiñ An Nedeleg.
kemmañE-barzh un ti-feurm e krog an istor. Istor ur pemoc'h, ul lapin hag un houad da vare Nedeleg. An houad en deus divizet en em dreuzwiskañ e Tad Nedeleg evit reiñ profoù d'an dud neuze an houad, al lapin hag ar pemoc'h a ra un veaj met chomet int stanket e-barzh ur strob-lec'h hag ur plac'hig ki yaouank n'he deus ket c'hoant e vefe drebet an 3 loen gant an tad-ki peogwir ar plac'hig a gred eo an Tad Nedeleg. Goude al lutined a gemer lastez e-barzh ur boubellenn evit ober profoù. Hag o deus nijet e-barzh an oabl hag o deus pradet war un ti hag aze o deus kavet an Tad Nedeleg a-istribilh hag al lapin en deus saveteet anezhañ.