Alberich, pe Alberico Iañ, marvet war-dro 925, a oa ur priñs lombard en Xvet kantved.

Skoedour e oa gant Guido III Spoleto en emgann Trebbia, en 889

Markiz Camerino e oa, pe kont Fermo. Dug Spoleto e teuas da vezañ, adalek ur bloaz etre 896 ha 900, betek war-dro 920, goude drouklazhet an dug Guy IV. E 899 pe 900 e stourmas ouzh Hungariz, gant ar roue Berengar Iañ, ha gantañ e voe anavezet evel dug ervat. Emglev a reas Alberico gant e amezeg Adalberto II, markiz Toskana, a-enep ar pab Sergius III. Neuze e voe stanket ganto an hent da Roma, e 906 pe 907, evit herzel ouzh kurunidigezh Berengar evel impalaer.

War-dro 906 e timezas da Marozia. Honnezh a oa merc'h d'ar c'honsul roman Teofilakt Iañ, kont Tusculum, ha da Teodora Iañ, a oa mestrez Roma e gwirionez.

Kemeret he devoa ar c'hastell Sant'Angelo ha gwir vestrez kêr Roma e oa. Gant e eured e teuas Alberico da vout mestr an darn vrasañ eus kreiz Italia. Anvet e voe da "batrisian ar Romaned", patricius Romanorum.

E Mezheven 915 e oa unan eus an tri friñs a rene an Emglev kristen a c'hounezas Emgann ar Garigliano war ar Sarazined.

E 917 e voe anvet da Gonsul ar Romaned.

Gervel a reas Hungariz evit e skoazellañ en e stourm ouzh ar pab Yann X.

Drouklazhet e voe gant pobl Roma en 925, pan eas kuit e skoazellerien.


E vugale

kemmañ

Tri pe bevar mab en doe gant Marozia:

  • Alberic II, a renas evel priñs Roma
  • Constantino (marvet war-dro 945)
  • Sergio, eskob Nepi (marvet a-raok 963)
  • marteze ar pab Yann XI (met marteze e oa ur bastard d'ar pab Sergius III).