Ur c'haner gall bourguignon diaes da lakaat en ur rann sonerezh resis eo Albert Marcœur, ganet d’an 12 a viz Kerzu 1947 e Dijon. Kroget da vevañ eus e sonerezh er bloavezhioù 1970. Sot eo gant taolioù esae a-fed tonioù, lusk ha trouzioù hag e-giz-se ez eus bet graet anezhañ « ar Frank Zappa gall » e-pad ur prantadig. Ur skriver pozioù a-wechoù skañv, iskis, fentus ha nay.

Penn kentañ e vicher

kemmañ

E-pad 8 vloaz en doa studiet ar glarinetenn e Skol-sonerezh broadel ar sonerezh hag an dañs (Conservatoire National de Musique et de Danse) e Dijon, e-keit-se e sone ivez e strolladoù rock eus e lise. Goude-se er strolladoù Jazz Babies hag al Lake's Men e oa bet tapet skiant prenet al leurenn gantañ. E 1970 e oa aet d’ar Fidélaire en Eure, e lec’h m'en doa labouret e studio Frémontel. Gant e strollad -Kapak (Patrice Tisongitar tredan-, Pascal Arroyogitar boud- ha François Bréantklavieroù- deuet goude da vezañ sonerien reoliek Bernard Lavilliers) – en deus desket penaos ober gant ul liespistenn, sevel sonerezh war ar prim, krouiñ tonioù pa veze lezet dieub ar studio gant sonerien Pariz az ae da enrollañ ennañ.

Ar bladenn gentañ Albert Marcœur zo deuet er maez e 1974, ha savet ur strollad evit an troiadoù sonadegoù da heul. Ennañ e kaver breudeur Albert -Claude ha Gérard-, François Ovide gant ar gitar ha Pierre Vermeire – tec’het kuit eus al Lake's Men – gant ar glarinetenn hag ar saksofon. Bloaz goude en deus kempennet Albert Marcoeur tonioù Dick Annegarn evit ar pladennoù Mireille hag Anticyclone.

Savet ez eus bet ul label gantañ, al Label Frères a-benn ober war-dro e sonerezh en un doare emren. Gant al label-mañ en deus adembannet dindan stumm pladennoù arc’hant e albomoù kozh hag evel-just embannet re nevez. Kenderc’hel a ra da sevel sonerezh filmoù ivez, an hini diwezhañ Le Pressentiment gant Jean–Pierre Darroussin.

Pladennoù

kemmañ
  • Albert Marcœur (1974)
  • Album à colorier (1976)
  • Armes et cycles (1979)
  • Celui où y'a Joseph (1984)
  • Ma vie avec elles (1990)
  • Sports et percussions (1994)
  • m,a,r et cœur, comme cœur (1998)
  • Plusieurs cas de figure (2001)
  • L'Apostrophe (2005)
  • Bus 24 (2006)
  • Travaux Pratiques (2008)

Liammoù divaez

kemmañ