Alberto David a zo bet ganet d'ar 1añ a viz Genver 1970.

Alberto David

Mestrc'hoarier echedoù luksembourgat.

Mestr Meur Etrebroadel eo.

Kelenn a ra an echedoù.

C'hoari a reas e skipailh echedoù broadel Luksembourg e c'hwec'h Olimpiad, e 1994, 1996, 1998, 2000, 2002 ha 2006, bewezh ouzh ar c'hentañ tablez. En Olimpiad 2002 e Bled e c'hounezas ar vendalenn argant hiniennel gant un disoc'h a 84,6% (+10=2−1).

Kampion echedoù Pariz e voe e 2003 hag e 2005. Kampion echedoù Bro-C'hall e 2007 gant Kleub Echedoù Clichy.

2 562 edo e renk Elo e miz Ebrel 2008, 2 595 eo bet e wellañ renk Elo e miz Here 2005.

Liammoù diavaez kemmañ