Albrecht VII Aostria

(Adkaset eus Albrecht Aostria)

Albrecht Aostria (1559–1621), pe Albrecht VII, a oa arc'hdug Aostria. Ouzhpenn-se e voe kardinal ar Santa Cruz de Jerusalén, besroue hag inkizitour meur Portugal, arc'heskob Toledo, souveren an Izelvroioù, ha kont Bourgogn (1598–1621).

Albrecht VII Aostria. Poltred gant Juan Pantoja de la Cruz.

E vuhezAozañ

Pempvet mab an Impalaer Santel Masimilian II (1527–1576) e oa Albrecht. Da 11 vloaz e voe kaset da lez Madrid ma voe desavet gant e eontr Felipe II, roue Spagn. Lakaet e oa da studiañ da vezañ den a Iliz. En 1577, da 18 vloaz, e voe anvet da gardinal gant ar pab Gregor XIII, hep bezañ beleg. Biken ne voe beleget.

DimeziñAozañ

 
Poltredoù an Infantez Isabel hag he fried, an Arc'hdug Albrecht, gant ul livour dizanv eus ar XVIIvet kantved, diwar livadurioù orin gant Frans Pourbus ar Yaouankañ.

Dimeziñ a reas e 1599 d'an infantez spagnol Isabel Clara Eugenia (1566-1633), merc'h da Felipe II, Roue Spagn.