Albrecht von Wallenstein
Albrecht Wenzel Eusebius von Wallenstein, pe Albrecht Václav Eusebius z Valdštejna e tchekeg, ganet e 1583 ha marvet e 1634, a oa dug Friedland hag ur jeneral bohemian e penn un arme vras, etre 30,000 ha 100,000 den, hag en devoa lakaet e servij an Impalaer santel katolik Ferdinand II e-pad ar Brezel Tregont Vloaz (1618–1648). E penn armeoù an impalaer e oa pa voe drouklazhet e deizioù diwezhañ miz C'hwevrer 1634.

E vuhezAozañ
Ganet e oa Wallenstein d'ar 24 a viz Gwengolo 1583 en Heřmanice, e Bohemia, en un tiegezh protestant paour, skourr eus an tiegezh Waldstein (Wallenstein, Valdštejn) a oa perc'henn da gastell Heřmanice ha da seizh kêriadenn war-dro. E vamm, Markéta, a varvas pa oa dek vloaz he mabig, e 1593, hag e dad Wilhelm (Vilém) daou vloaz goude, e 1595. E dad a gomze alamaneg outañ, hag e vamm tchekeg. Se zo kaoz e komze gwelloc'h tchekeg pa oa bugel. Goude marv e dud ez eas da vevañ da di e eontr Jindřich Slavata, ezel eus Unvaniezh Breudeur Bohemia, ha gantañ e chomas daou vloaz, o heuliañ e skouer relijiel.