Alea jacta est (Taolet eo an diñs !) zo ur bomm latin a vije bet lavaret gant Caius Julius Caesar e 49 kent JK pa dreuzas ar stêr Rubikon, un harz hag a oa difennet outañ, da vont da Roma da gemer ar galloud. Hervez an istorourien Ploutarc'hos, Suetonius, hag Appianus e voent distaget e gregach d'an 12 a viz Genver 49 kent JK : « Ἀνεῤῥίφθω κύϐος. » (Anerrhíphtô kýbos).

Diñs eus an Henamzer
Julius Caesar o treuziñ ar Rubikon.

Evezhiadennoù war ar yezh

kemmañ

War-dro 1950 e voe graet an evezhiadennoù-mañ[1],[2],[3]:

  • e gregach e vije bet komzoù Caesar, ha n'eo ket e latin;
  • gant Suetonius e voe troet fall gant alea jecta est, rak n'eo ket « taolet eo an diñs » ster ar frazenn e gregach met « an diñs ra vo taolet ».

Da neuze n'eu nemet un droidigezh vat: « jacta alea esto».

Notennoù

kemmañ
  1. E. Bickel, Iacta alea est, en Paideia, 7, pp. 269-273, 1952
  2. M. Markovic, Was hat Caesar bei Rubico eigentlich gesagt ?, en Z. Ant., 2, pp. 53-64, 1952
  3. H. Glaesener, Un mot historique de César, en Ant. Cl., 22, pp. 103-105, 1953