Alegorienn ar vougev
Alegorienn ar vougev, anavet ivez evel Mojenn ar vougev, zo un alegorienn gant ar prederour hellazat Platon e deroù VIIvet levrenn e skrid Ar Republik diwar-benn an Den hag an Anaoud. Kaoz zo enni eus tud chadennet en ur vougev dindan zouar, troet o c'hein ouzh an toull da vont e-barzh, ma ne welont nemet o skeudoù ha re traoù hag a zo pell a-dreke.
An alegorienn
kemmañEn ur vougev dindan zouar ez eus tud chadennet ha n'o deus ket gwelet sklêrijenn an deiz c'hoazh, hag anezhi n'anavont nemet un damsklêrijenn a zegouezh betek enne. Anezho o-unan hag eus an traoù en-dro dezhe n'anavont nemet ar skeudoù a welont ouzh mogerioù hag a zo stummet gant un tan a-dreke. eus ar sonioù n'anavont nemet an heklev.
Ma vez dichadennet un den ha kaset e-maez ar vougev e vo trellet e zaoulagad gant an deiz dre ma n'eo ket kustum d'e welout. Gouzañv a raio en abeg d'ar c'hemm ha ne vo ket gouest da welout ar pezh a vo diskouezet dezhañ. Daoust ha neuze ne fello ket dezhañ distreiñ d'ar stad ma oa a-raok? Ma talc'h e grog e voazo ouzh e stad nevez hag e c'hallo gwelout en e wirvoud. Ma kemer emskiant eus e stad kent e vo diaes dezhañ distreiñ da-gaout an dud chomet er chadennoù. Hogen ar re-se, dic'houest da empennañ pezh a zo c'hoarvezet dezhañ ne fello ket dezhe krediñ anezhañ : « daoust ha ne vo ket lazhet gante? »