Cornelis van Haarlem

Cornelis Corneliszoon van Haarlem (1562 e Haarlem -11 a viz Du 1638 e Haarlem) a oa ul livour hag un tresour eus luskad an orbidouriezh a orin izelvroat.

Diskar ar Ramzed (1588)
Banvez ofiserien bagad Sant-Jord (1599)
Badeziant ar C'hrist (e-tro 1588)
Diskar an Den (1592)

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe e 1562 en ur familh pinvidik a Haarlem. Rankout a reas e dud tec'hout kuit pa voe taget kêr gant ar Spagnoled (miz Kerzu 1572 – miz Gouere 1573), ha fiziet e voe o mab el livour Pieter Pietersz (e-tro 1540-1603), gantañ e voe desavet ha gantañ ivez e teskas livañ.

Ur veaj da Vro-C'hall a reas e 1579, met e Rouen e chomas a-sav abalamour d'ar vosenn. Goude-se e voe o chom en Antwerpen e-pad bloaz, da beurzeskiñ ar vicher gant Gillis Congnet (1538-1599). Da Haarlem e tistroas goude-se, hag eno en em stalias da vat e-tro 1580-81. E 1583 e voe urzhiet un daolenn vras digantañ : ur poltred eus izili ar gward bourc'hizien anvet Banvez gward keodedourien Haarlem. Er memes bloavezh e kejas gant Hendrik Goltzius ha Carel van Mander, hag asambles e savjont Akademiezh Haarlem. E 1588 e voe skignet 5 eus e oberennoù dre ma voent engravet gant Goltzius, ha diwar se e kreskas brud Cornelis. Cornelis a voe anvet da livour kêr Haarlem goude-se hag e 1630 e kemeras perzh en adaozañ kouch al livourien : kemmet e voe ar statudoù hag a oa bet savet da vare ar Grennamzer. Merour ospital ar re gozh en Haarlem voe etre 1613 ha 1619. Ouzhpenn livañ taolennoù a denne d'a mojennerezh ha d'ar Bibl e livas ivez taolennoù divuhez. Al lod brasañ eus e oberennoù a sinas CH, hag arouezius int eus luskad Akademiezh Haarlem.

Oberennoù

kemmañ
  • Poltred Dirck Volkertsz. Coornhert (e-tro 1580-1600) - Amsterdam, Rijksmuseum
  • Ar Familh kentañ (Noe hag e familh) (v.1582-1592) - Kemper, Mirdi an arzoù-kaer
  • An Drugarez (e-tro 1583) - Valenciennes, Mirdi an arzoù-kaer
  • Diskar ar ramzed (1588) - Kopenhagen, Statens Museum for Kunst
  • Daou vignon da Gadmus debret gant un aerouant (1588) - Londrez, National Gallery
  • Badeziant ar C'hrist (v.1588) - Pariz, mirdi al Louvre
  • Lazhadeg ar Re zidamall (1590) - Amsterdam, Rijksmuseum
  • Lazhadeg ar Re zidamall (1591) - Haarlem, Mirdi Frans Hals
  • Ar manac'h hag al leanez (1591) - Haarlem, Frans Hals Museum
  • Diskar Mab-den (1592) - Amsterdam, Rijksmuseum
  • An Dour-beuz (1592) - Brunswick
  • Eured Thetis ha Peleüs (1593) - Haarlem, Frans Hals Museum
  • Betsabe o kouronkañ (1594) - Amsterdam, Rijksmuseum
  • Adam hag Eva (1597) - Darmstadt
  • Banvez ofiserien bagad Sant-Jord (1599) - Haarlem, Frans Hals Museum
  • Gwener hag Adonis (1614) - Caen, Mirdi an arzoù-kaer
  • An Denelezh a-raok an Dour-beuz (e-tro 1615) - Tolosa, Musée des Augustins
  • Ar Samaritan madelezhus (1627) – dastumad prevez.
  • Barnedigezh Paris (1628) - Budapest, Mirdi an arzoù-kaer

Levrlennadur

kemmañ
  • Carel van Mander, Le livre de peinture, kinniget ha notennet gant Robert Genaille, Hermann, Pariz, 1965, p. 196-200.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

kemmañ