Carel van Mander
Carel van Mander (miz Mae 1548 e Meulebeke - 11 a viz Gwengolo 1606 e Amsterdam), a oa ul livour hag ur skrivagner flamank. Ma n'eo ket priziet-tre a-fet livañ, ez eo brudet dreist-holl evit e zastumad buhezskridoù livourien izelvroat hag alaman ar XVvet hag ar XVIvet kantved.
E vuhez
kemmañKaset e voe Carel van Mander da studiañ da c'h-Gent tro-dro 1560. Ne felle ket dezhañ bezañ gwerzher lien evel e vreur, neuze e tibabas al livañ hag al lennegezh. Deskiñ a reas e Gent gant a livour Lucas de Heere etre 1564 ha 1566, ha goude-se gant Pierre Vlerick e Kortrijk hag e Tournai. Goude-se ez eas da beurzeskiñ en Italia.
E Firenze e kejas gant Giorgio Vasari (1573), labourat a reas war ar murlivadurioù e Terni (1574), ha goude-se ez eas da Roma, hag eno e kejas gant ul livour flamank all, Bartholomeus Spranger e anv. Mignoned e teujont da vezañ (1574-77). Asambles e labourjont e lez Rudolf II. E 1578 e tistroas da Flandrez, hag e timezas gant Louise Buse. Bloaz goude e voe ganet ur mab[1].
Skarzhet e voe eus Flandrez abalamour d'ar reuz ha d'ar vosenn, hag en em staliañ a reas gant e familh e Haarlem e 1580 e-pad ur pennadig da gentañ, ha da-vat azalek 1583. Eno e kejas gant an engraver Goltzius, al livour Cornelis van Haarlem hag ar bankour Rauwaerts. Asambles e savjont akademiezh arzoù Haarlem.
Da gentañ e voe levezonet gant orbidouriezh Spranger. Er bloavezhioù 1590 e kemmas doare da livañ, naturalour ha rakbarok e teuas e oberennoù da vezaoñ, kazi sur diwar levezon Akademiezh Haarlem. Kermesoù a livas tro-dro 1600 hag er memes koulz en doe Frans Hals da skoliad.
E Amsterdam e varvas e 1606. Eno e oa deuet da chom e 1604 hag er bloavezh-se ivez en doa lakaet embann al levr a lakaje anezhañ da vezañ istorour kentañ skolioù arzoù an Norzh, ouzhpenn 70 vloaz a-raok Joachim von Sandrart.
Het Schilder-Boeck : Levr al livourien
kemmañKinnig ha framm
kemmañEmbannet gant van Mander e Amsterdam e miz Gouere 1604 hag embannet e Haarlem gant Paschier van Wesbuch e miz Kerzu 1604, anvet eo al levr Het Schilder-Boeck ("Levr al livañ'" pe "levr al livourien ") ennañ c'hwec'h testenn zisheñvel :
- Pennaennoù arz uhel-tre al livañ (d'ar marc'hadour taolennoù ha dastumer Melchior Wyngtis van Middelburg) enno displegadennoù diwar-benn ar gened ;
- Buhez livourien vrudet an henamzer (d'ar marc'hadour a Amsterdam Jacques Razet), dastumad testennoù Plin gozh hag Athenaios ;
- Buhez livourien italian modern (da Varthelemy Ferreris, gwerzher ha dastumer a Leyde), diwar labourioù Giorgio Vasari (van Mander a gejas gantañ en Italia war-dro 1573) hag eñvorennoù Van Mander pa oa en Italia ;
- Buhez livourien ilurañ an Izelvroioù hag Alamagn (da zaou vreser a Haarlem, Jan Matthysz Ban ha Cornelis Gerritsz Vlasman), lodenn vrasañ al levr eo, enni 94 pennad, da lavaret eo en-dro 100 buhezskrid (a vent disheñvel) diwar-benn livourien flamank, izelvroat hag alaman an Azginivelezh ;
- Displegadennoù diwar-benn Treuzfurmadurioù Ovidius (da Gedeon Fallet, sekretour kêr Amsterdam) ;
- Taolennadur delwennoù an henamzer (d'al livour Cornelis Ketel), an div destenn ziwezhañ o vezañ displegadennoù skeudennoù.
Evit a sell ouzh istor an arzoù ez eo ar pevar lodenn "Buhez livourien ilurañ an Izelvroioù hag Alamagn" (Het Leven der doorluchtige Nederlandsche en Hoogh duytsche Schilders) an hini bouezusañ. Enni e kaver div lodenn : en hini gentañ (71 pennad) e vez kinniget buhez hag oberennoù an arzourien marvet a-raok ma vefe embannet al levr, en eil hini (23 fennad) e kaver displegadennoù diwar-benn livourien ne oant ket marv d'ar mare-se.
E-pad meur a vloaz e reas van Mander enklaskoù[2]. Damheñvel eo e levr ouzh hini Vasari (Vite livourien italia an Azginivelezh). War ar seblant e voe levezonet van Mander gant labour e vestr kentañ, Lucas de Heere e anv, hag en dije skrivet ul levr anvet Buhez livourien aet da get, ha gant Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies (Antwerpen, 1572) gant Dominicus Lampsonius. Ur seurt respont e oa ivez da Giorgio Vasari hag a embanne e oa oberennoù italian an Azginivelezh gwelloc'h evit kement tra a veze graet en Europa. Van Mander a felle dezhañ diskouez e oa bet dibar labour arzourien alaman, flamank hag izelvroat azalek mare ar re Gent (XVvet kantved) a-fet teknik hag a-fet mestroniañ arz ar poltrediñ ha hini ar gweledvaoù.
Buhezskridoù a gaver e Het Leven ...
kemmañLodenn gentañ : Livourien (XVvet ha XVIvet kantved) marv a-raok 1604
|
eil lodenn : Livourien oberiant e 1604
|
E oberenn
kemmañTaolennoù
kemmañ- Dibennidigezh Santez Katell (1582) - Courtrai, iliz Sant-Varzhin
- An Dour-beuz (tro 1583) - Haarlem, Mirdi Frans Hals
- Liorzh ar Garantez - Sant-Petersbourg, mirdi ar Peniti
- Gouel Maria Veurzh - Haarlem
- Azeulerezh ar vêsaerien (tro 1596-98) - Kiev
- Prezeg Sant Yann (1597) - Hannover
- Azeulerezh ar vêsaerien (eoullivadur war goad, 1598) - Haarlem, Mirdi Frans Hals
- Emziouer Sipion (1600) - Amsterdam, Rijksmuseum Amsterdam
- Dañs al leue aour (1602) - Haarlem, Mirdi Frans Hals
Tresadennoù
kemmañ- Skrapadenn Europa (1589) - Budapest
- Apollon ha Dafne (tro 1589) - Firenze
- Pan ha Sirinx (tro 1589) - Firenze
- Kermes (tro 1600) - Pariz, Skol vroadel an arzoù-kaer
- Madalen o vorc'hediñ - Londrez
- Den en noazh, eus a-dreñv - Amsterdam, dastumad van Regteren-Altena
- Penn ur vaouez - Haarlem, diazezadur Teyler
Notennoù
kemmañ- ↑ Carel van Mander II pe Van Mander yaouank (1579-1623) e anv, bet livour taolennoù istorel ha kartoñsour pallennoù-moger.
- ↑ hervez Robert Genaille (gw.an notennoù), van Mander a stagas gant e enklaskoù e 1596-97, ha testennoù zo a skrivas azalek 1598.
Levrlennadur
kemmañ- Carel van Mander, Le livre de peinture, kinnig ha notennoù gant Robert Genaille, Hermann, 1965.
- Karel Van Mander, Le Livre des peintres - Vies des plus illustres peintres des Pays-Bas et d'Allemagne, digoradur ha notennoù gant Véronique Gerard-Powell, Les Belles Lettres, , 2002, levrenn I ha II.