Joos de Momper (1564 - 5 a viz C'hwevrer 1635 en Antwerpen) a oa ul livour flamank.

Gweledva, lodenn gentañ ar XVIIvet kantved
Gweledva menezioù (1601)

E dad, e dad-kozh hag e dad-kuñv a oa livourien, dastumerien oberennoù arzel ha gwerzherien taolennoù. Gant e dad e teskas ar vicher.

A-drugarez d'e weledvaoù (mor pe menezioù) eo brudet Momper. Tud zo a soñj dezho ez int damheñvel ouzh ar pezh a vo livet da vare romantelezh. O gwelout a c'haller e meur a virdi en Europa : Herzog-Anton-Ulrich-Museum Braunschweig, Alte Pinakothek München, mirdi Hamburg ha hini Leipzig (Museum der bildenden Künste).

De Momper a implijas stank un teknik ha a oa dic'hizet, an diarsell endro an hini eo. Diazezet eo talenn gentañ an taolennoù war livioù ruz-rous hag az a war steuziañ betek an dalenn ziwezhañ hag a zo gris-glas, hag etrezo livioù gwer-melen. Uhel e oa ar sell en e daolennoù kentañ, ha diwezhatoc'h e teuas da vezañ izeloc'h.

Momper a genlabouras ivez gant livourien all evel Rubens, Hendrick van Balen ha Jan Brueghel gozh.

Oberennoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.