Dirk Bouts
Dirk Bouts (pe Dieric Bouts hag ivez Dirk Bouts gozh (tro 1415 e Leuven, - 1475 e Leuven) a oa ul livour izelvroat. E oberennoù a vez renket el luskad kentidi Flandrez.
E vuhez
kemmañNe ouezer ket kalz tra diwar e benn. Carel van Mander a savas e vuhezskrid e 1604, met anzav a reas e oa diglok. Hervez van Mander e vije bet ganet e Haarlem. Ne ouezer ket digant piv e teskas e vicher, merzet e vez memes tra levezon Rogier Van der Weyden ha hini Petrus Christus en e oberennoù kentañ[1].
E dibenn ar bloavezhioù 1450 e timezas gant ur plac'h anvet Katharina van der Brugghen, ha hi o tont eus renkad bourc'hizien Louvain. Pevar bugel a voe ganet, hg an daou vab, Dirk II hag Albrecht Bouts a zeuas da vezañ livourien ivez[1].
E 1468 e voe anvet da livour ofisiel kêr Leuven. E 1473 e timezas gant Elisabeth Van Voshem[1].
E oberenn
kemmañBrudet eo Bouts a-drugaez d'e oberennoù relijiel. Peurliesañ e live gant eoullivaj war goad. Barrek e oa ivez evit a sell ouzh implij an diarsell. Chañsoù zo e vije bet levezonet Hieronymus Bosch gant e daolenn "An Ifern" (tro 1450, Mirdi Arzoù-kaer Lille). dammheñvel eo an doare m'eo aozet an div daolenn.
Oberennoù
kemmañ- Stern-aoter ar Werc'hez (1445/1450), mirdi ar Prado, Madrid
- Stern-aoter ar Sakramant santel (1468) : iliz-veur Sant-Per Leuven
- Barnadenn ziwezhañ (1469 ?), teirzaolenn, ne chom nemet unan anezho e Palez Arzoù-kaer Lille
- Koan e ti Simon ar Farizian (tro 1445-1450), Gemäldegalerie Neue Meister, Berlin
- Gwerc'hez gant ur bugel (tro 1455), Metropolitan Museum of Art, New York
- Justis Otton (tro 1471 - 1475), Mirdi Arzoù-kaer roue Belgia
- Truezegezh, mirdi al Louvre, Pariz
- Stern-aoter ar Basion, chapel ar roue, Granada