Hugo Van der Goes (1440-1482) a oa ul livour flamank.

Marv Maria

E vuhez

kemmañ

An titouroù kentañ hag asur diwar e benn a gaver e-tro 1468 e Brugge : eno e kemeras perzh e kinklañ kêr da lidañ eured Charlez an Her, dug Bourgogn, ha Marc'harid York.


Etre 1476 ha 1477 e savas e oberenn bouezusañ : an deirzaolenn Portinari (Firenze, Mirdi an Ofisoù), diwar c'houlenn Tommaso Portinari, hag a oa kannad e Brugge e anv ar familh Medici. Un daolenn dibar abalamour d'he ment eo. Un daolenn a voe priziet kalz gant arzourien italian an Azginivelezh evel Domenico Ghirlandaio eo.

Ouzhpenn an oberenn-se ne ouezer ket re peseurt taolennoù a livas. Levezonet e voe gant arz Jan Van Eyck ha Rogier Van der Weyden, evel ma weler e divdaolenn Vienna (Vienna, Kunsthistorisches Museum). Soñjal a reer e anaveze oberennoù eus Italia, rak levezonet e voe gant an doare italian da aozañ diabarzh an taolennoù, evel ma weler en Azeuladeg an Tri Roue (Berlin, Gemäldegalerie).

E 1477 e voe tapet gant ur c'hleñved-spered, hag ez eas da vreur en abati Rouge-Cloître, nepell diouzh Brusel. Daoust d' e gleñved e kendalc'has da labourat : d'ar mare-se eo e livas Marv Maria (Brugge, Groeningen Museum).

Oberennoù

kemmañ
  • Aoter Monforte, a zo e Berlin.
  • Aoter an Drinded, peder fanell, 1478, Royal Collection, Breizh-Veiur
  • An Diskar ha Klemmvan, Divdaolenn war goad, e-tro 1470-75, Kunsthistorisches Museum, Vienna
  • Poltred ur roour, dastumad H. O. Havemeyer, roet gant an itron H. O. Havemeyer, 1929, Metropolitan Museum of Art, New York
  • Truezegezh ar C'hrist, Mirdi Garinet, Châlons-en-Champagne

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ