Aoter Monforte
Aoter Monforte | |
Hugo van der Goes, circa 1470 | |
Eoullivadur war goad | |
147 × 242 cm | |
Gemäldegalerie | |
Berlin, Alamagn | |
Aoter Monforte zo un eoullivadur war goad (147 x 242 cm) graet gant al livour izelvroat Hugo van der Goes war-dro ar bloaz 1470 hag a weler hiziv er Gemäldegalerie e Berlin. Unan eus ar brudetañ taolennoù a ziskouez Azeuladeg an Tri Roue eo.
Anv
kemmañDont a ra an anv eus kêr Monforte de Lemos e Galiza, e proviñs Lugo. Krediñ a reer e oa bet degaset di eus Flandrez e deroù ar XVIvet kantved. E 1910, p'edo c'hoazh e Galiza, e oa bet lakaet e gwerzh e Londrez ha prenet e oa bet e 1914 gant Wilhelm von Bode ha Max Jakob Friedländer, eus ar Gemäldegalerie, goude bet Friedländer eno o welout an daolenn, hag aotreet e voe ar werzh gant gouarnamant Spagn.
Levezon
kemmañGant oberenn Hugo van der Goes eo bet levezonet splann Azeuladeg an Tri Roue Jan Gossaert (1510–15), a zo e National Gallery Londrez.